• Blót- An norzh liderezh e Brezhoneg

     

    Blót- An norzh liderezh evit an Aotroù Odin :

     

    Aozennoù gant al lidek :

    • An aoter, Taol-sakr evit al lid.
    • Un delwenn Odin, Pe delwennoù hon Douezed Norzh.
    • Korn pe ur werenn evit an evaj. (Chouchenn, Lambig, Bier, Sistr, Chug-frouezh)
    • Un dra-skor evit an ezañs.
    • Ur bolenn evit an aberzh hag ar profoù, posupl eo da lakaat kalz bolennoù war an taol-sakr’vit d’ober graet an aberzh.
    • Morzhol ha kleze gant ar bennozhioù ouzh al lidierezh.
    • Ur bolenn tibetan evit da seniñ. Dav eo deomp’ni da seniñ pa vez kromañset pe echuet al liderezh.

     

    Ar penn-kentañ, Kregiñ al liderezh :

    Ac’hanta Izili deus ar c’herent-mañ. Bugale Bro-Midgard. Ma vignoned. Amañ e teuomp holl asambles evit enoriñ an Douezed. An Tad-d’an holl, ar Roue Bro-Asgard, Odin dreist-holl.

    O tegemer emaomp ouzh hon Hendadoù, ar spered deus Natur, hag ar Valkirienned gozh.

    O tegemer e vimp gant hon Douezed hag an Aotroù Odin e-barzh hon c’halonoù norsek.

     

    (Seniñ a ra ar volenn tibetan)

     

    Kensakriñ al lec’h gant ar morzhol lidek :

    War zu Bro-Jotunheim, Thor gervel a ran ac’hanout ! Gant ar Morzhol Douezed betek Austri. Ma e vo kensakret al lec’h-se, ha mat pell zo !

    War zu Bro-Muspellheim, Thor gervel a ran ac’hanout ! Gant ar Morzhol Douezed betek Sudri. Ma e vo kensakret al lec’h-se, ha mat pell zo !

    War zu Bro-Vanaheim, Thor gervel a ran ac’hanout ! Gant ar Morzhol Douezed betek Vestri. Ma e vo kensakret al lec’h-se, ha mat pell zo !

    War zu Bro-Niflheim, Thor gervel a ran ac’hanout ! Gant ar Morzhol Douezed betek Nordi. Ma e vo kensakret al lec’h-se, ha mat pell zo !

     

    Ar beleg Gothi dirak an taol-sakr e vez lâret :

    War zu Broioù-Alfheim ha Asgard, Thor gervel a ran ac’hanout ! Gant da nerzh ha da veli, ma e vo konsakret ar Ve-mañ a-zioc’h !

    War zu Broioù-Svartalfheim ha Helheim, Thor gervel a ran ac’hanout ! Gant da nerzh ha da veli, ma e vo konsakret ar Ve-mañ a-zindan !

    Adal an douar e Bro-Midgard, Thor gervel a ran ac’hanout ! Gant da vadelezh ha dindan da warezadur. Gallout a rafemp d’ober un bern touz. Gant hon vuhez hon joa. Klevout a rez Thor hon diwaller vras. Peoc’h a raio ganimp evidout.

    Setù konsakret’meus al lec’h-se e-kreiz pep-traoù. Traoù anavezout a reer hag an draoù dizanat memes tra.

    Trugarez vras Thor Mab-Odin !

     

    *Brandañ ar morzhol*

     

    Ar beleg Gothi bantañ a ra ur geze Hendadoù Vikinged :

    Ar gleze Vikinged eo ! Gervel a ran hon hendadoù ! Gervel a ran hon Douezed gant ar gleze-mañ, ar gleze arc’hant, ar gleze ar wirionez. Enorin a raimp Odin Roue meur Bro-Asgard, Balder an den skedus, Thor an den kalonek, ha Freyr an den brokus.

    Bandañ a ran ar geze sakr-mañ war zu ar sal an harozed ! War zu Valhalla !

     

    *Brandañ ar gleze vikinged*

     

    Ar beleg Gothi tanañ an tan  (Boujienn da skouer) :

    Sol, te zo un Itron madelezhus gant ar sklerijenn. Hiziv ezhomm hon eus da sikour. Skorañ a rez ac’hanomp. Mar plij,deus’ta amañ ganimp. Gant an tan luc’h bremañ.

    Trugarez dit Sol !

     

    *Tanañ a ra ur boujienn war an daol-sakr*

     

     

    Pedenn gant Odin :

    Gervel a ran gant Odin ar Roue Bro-Asgard, Odin Tadig d’an holl. Enoriñ a raen da mab memestra.Thor mab Odin. Stlejerezh a rae da garrigell gant daou bouc'h, sachañ a raent. E Bro-Asgard ez aes d'ober da hini labour.  Graet hon eus al liderezh Norsek. Gwarezet e veze hon hentoù e kreizh al liderezh gant da morzhol douezed kozh. Goulenn a ran dit Odin. Reiñ a rez da warezadur,  furnez, hag ar energiezh pozitivel deus ar sal an harozed, deus al lec’h levenez.

    Trugarez dit Odin, Tadig.

    *Degemer ganit an aberzh-mañ*

     

     

    Pedinn gant ma hunvreoù :

    O veajiñ e oan gant an hud-norzh. Me a yae er sal da goulenn ouzh ar Valkirienned o sikour. Ha sikourent ouzhin goude. Me a blije din an dra-se. An hini vihan ha yaouank e-lec’h haroz ouzh an daol vras aseset e oa ur plac’h-se. Dous o kanañ e oa ur barzhoneg re bravoc’h. Edan an taol o gousket e oant kazhed Freya. Davet er sterig vihan war folkvang e-kreiz al liorzh o labourat edo Freyr.

    War ar ved ez aec’h Vretoned.

    E-pad an devezh !

    E-pad an abardaevezh !

    E-pad an Nozvezh !

    Odin graet ‘peus da labour.

    Odin o veajiñ edos.

    Odin ober a raes kalz draoù vat gant ma familh hag tout ar mignoned.

    Bemdez e vezan d’ober ma labourat evidout. Gant douar ha Breizh. Me a oar un dra-bennak hag a zo pouezus.

    Hon hunvreoù zo gwir alies.

    Trugarez dit Odin.

    Trugarez dezhon ma hunvreoù.

    Evel-se bezet graet !

     

    Ar pezh-Abezh bras :

    Setù an tro-lavar evit tout an dud, gallout a reoc’h da lâret un dra-bennak a zivout ho vuhez pe ur pedenn evit Odin pe an eil Doue pe Douezez bremañ !

     

    (Pedennoù ha tro lavar diwar-benn ar vuhez )

     

    *Ober a ran an Aberzh evit echuiñ al liderezh*

     

    Kanmeuliñ ‘vo bet an Aotroù Odin hag hon Vamm zouar Jörd !

    Me zo kontant, o kuitaat emaomp bremañ, gant peoc’h, karantez, nerzh ha skiant.

    Setù echu eo ar Blót-se.

     

    (Seniñ a ra ar volenn tibetan)

     

    Kenavo ken ar c’hentañ tro evit al liderezh Doue Odin.

     

    *Echu eo*

     

     

    Skrivet gant Eikthyrnir Odinson

     

    « »

  • Commentaires

    Aucun commentaire pour le moment

    Suivre le flux RSS des commentaires

    Vous devez être connecté pour commenter