• Barzhoneg Nedeleg Gwechall

    Nedeleg Gwechall:

     

    Du-mañ de Nedeleg

    Ne oa ket a straejoù

    Karget a c'houlou

    Nag a stalioù

    Leun a vadigoù.

     

    Du-mañ da Nedeleg

    Mamm-Gozh a rae krampouezh

    Ha kouignoù rouantelezh

    Evit debriñ da askoan

    Da heul ar sistr bero

    Bodet e-tal an tan.

     

    Rak kef-Nedeleg en oaled

    'Doug an noz a zeve

    Da dommañ ar c'halonoù.

    Hag ar paour a dremene

    En ur ganañ kantikoù.

     

    Du-mañ da Nedeleg

    E veze roet

    D'ar vugale sentus

    Un aval-orañjez

    Ha war baper dantelezh

    Ur mabig Jezuz

    Dousoc'h eget ar mel sunet.

     

    Goude Tintin Mon

    A gonte istorioù

    A-wechoù skrijus

    Aliez farsus.

    Ha Tad-Kozh

    Hon lakae da c'hoarzhin.

     

     

    Du-mañ da Nedeleg

    Ne oa ket a straejoù

    Karget a c'houlou

    Nag a stalioù

    Leun a brofoù.

     

     

    Barzhoneg skrivet gant Naig Rozmor

    « Druide Nordique et les enseignements d'OdinUn rituel à Cernunnos en Solitaire (ADF) »

    Tags Tags :
  • Commentaires

    Aucun commentaire pour le moment

    Suivre le flux RSS des commentaires

    Vous devez être connecté pour commenter